Traduction en breton de l’édito du maire dans le Mag

Un hañvezh, ur bannac’h aer fresk, un analad, ur pal !

Merc’hed ha paotred Gwengamp,
Gweladennerien gaezh eus lec’hioù all,

An hañv zo un ehan heoliek, ur bannac’h aer etre daou vare, ma vever disoursi e-pad un nebeud sizhunioù. Hag ezhomm zo anezhañ : un dra ret eo pa lavarin mat. En hon bed trubuilhet, ma ne gaver ket hon merkoù ken ha m’eo stennoc’h-stenn ar jeu, eo pouezus-tre kemer amzer da saouriñ ar vuhez evel m’emañ, analiñ da vat ha chom bamet dirak an traoù simpl, ur seurt rezistañs eo. E-giz-se emañ kont e Gwengamp, muioc’h evit biskoazh, evel ma weler splann.

Deuet eo da vezañ ul lec’h hag a blij kalz d’an dud. A vloaz da vloaz e vezit niverusoc’h-niverus o treuziñ ar pontoù, o vont e-barzh hon stalioù hag o pourmen da welet ar glad hag an natur. N’eo ket deuet an nerzh-se diwar netra : frouezh ul labour kaset asambles eo, war hir amzer ha youlek.

Sellomp tro-dro dimp eta.


Renevezet eo bet ar prizon ha kaer-eston eo, a-raok pell e vo addigoret ar c’hastell da selloù an dud, an neuz nevez war blasenn ar Vali gant ar « Vally Vélum », ur savadur ha n’en deus ket e bar e Frañs. Setu merkoù ur gêr ma seller war-du an amzer-da-zont, ma kreder ober hag en em sevel. Al lec’hioù-se zo deuet da vezañ leurennoù digor, lec’hioù emgav, takadoù denelezh. Amañ en em groaz Gwengampiz gant an dud kurius, ar vugale a vez o c’hoari e Central Park war vord an Trev, ar sonerien a glever er straedoù hag an dañserien a laka ar pavezioù da fraoñval. Hon c’hoñversanted, mousc’hoarzhus bepred, eo ar re gentañ o lakaat an dro-spered-se war-wel, gant degemer ha levenez.

Bezañ e vo ur mor a abadennoù e Gwengamp en hañv-mañ :


Gouel ar Sonerezh, balioù miz Gouere, Gouel Sant-Loup, an arvestoù el liorzh-kêr, ar baleadennoù kontet, an abadennoù d’ar Yaou… set’ aze digarezioù d’en em gavout gant an dud ac’hann pe eus lec’h all, evit kas anezhi tout asambles gant plijadur.

Kement-mañ a faot dimp kaout :
Ur gêr m’en em gaver gant ar re all.
Ur gêr ma vez graet traoù asambles.
Ur gêr ma c’haller bevañ.

Hag ur gêr c’hlas ivez ma’c’h aer d’ober pourmenadennoù kaer a-hed an Trev.. Ur gêr ma vez taolet evezh ouzh ar vevliesseurted abalamour m’eo un teñzor, ma vez ar vugale o c’hoari e treid ar gwez a blantomp evit an amzer-da-zont.

Ya, ur bannac’h aer fresk eo an hañv.

Hag ar bannac’h aer fresk-se eo ar pal a faot dimp mont etrezek ennañ. Ur pal evit ur gêr ma vez degemeret an dud, ur gêr ijin enni, tost ouzh he gwrizioù ha troet ivez war-du an amzer-da-zont.

Un hañvezh kaer a hetan deoc’h-tout,
ha trugarez deoc’h da lakaat Gwengamp da vezañ ur gêr bev-buhezek ha hardizh, holl asambles ganimp.

Gwengamp a cheñch. Gwengamp ac’h a war-raok.

Philippe Le Goff
Maer Gwengamp